Emglevioù etre predoù ha seurtoù sistr

Sed aze un nebeud alioù evit reiñ dorn deoc’h da gavout an emglevioù a blijo deoc’h. Dre vras :

  • Arabat eo d’ar sistr ha d’ar meuz enebiñ o blazioù (dous, c’herv, trenk, sall).
  • Ret eo dezho mont diouzh an hevelep tu e-keñver hollad ar santadoù skiantennel, da lâret eo e rankont bezañ diskrivet gant an hevelep gerioù dre vras.
  • Hini ebet eus an daou zanvez ne zle mont dreist egile.

Penaos lakaat e pleustr ?

An dibaboù kentañ d’ober a vo graet hervez :

  • Kementad ar sukr a chom er sistr c’hoazh, hervez ar menegoù « Kalet-tre, kalet, hanter-sec’h, sec’h, dous »
  • Goude-se hervez an daou vlaz all a c’heller kavout er sistr : trenkter ha c’hwervoni (seurtoù sistr tanninek).

Resisaet e vo goude-se an emglev etre ar blazioù (pe frondoù) paket dre e fri ha dre e c’henoù dreist-holl.

Kalet, dous… Ret eo dibab da gentañ bec’h ar sukr a-zilerc’h zo ennañ

E darn vras ar seurtoù sistr n’eo ket bet troet en alkool ul lodenn eus ar sukr a gaved da gentañ er fro. Ober a reer sukr a-zilerc’h eus ar re-mañ. Seul vui a sukr a-zilerc’h en ur seurt sistr seul nebeutoc’h a alkool a gavor ennañ.

  • Ar seurtoù sistr kalet-kenañ hag hanter-sec’h a vez implijet peurliesañ evit mont gant ar meuzioù sall.
  • Ar seurtoù sistr dous hag hanter-sec’h a ya gant meuzioù dous pe nep .

Trenkik, tanninek, kempouez… ?

Gant seurtoù sistr zo e c’heller kavout ur blaz trenkik pe tanninek (c’hwerv) trec’h hag anat-mat, pe bezañ war hanter-hanter, pe bezañ diheverk.

  • Kevrediñ ar seurtoù sistr trenkidik gant meuzioù fresk ha skañv...
  • Ar seurtoù sistr tanninek kentoc’h a vo kevredet gant meuzioù fetisoc’h, heverkoc’h o blaz, muioc’h spiset...

Hag ar frondoù ?

Hir-mat eo listenn ar frondoù a c’heller kavout gwelet rod ar frondoù

  • · Ar seurtoù sistr dous hag hanter-sec’h a vez peurliesañ gant ur blaz pennañ frouezhek.
  • · Ar seurtoù sistr kalet ha Kalet-kenañ ne vezont ket ken frouezhek peurvuiañ, ha leuskel a reont da anaout blazioù luzietoc’h.

Trawalc’h e vo neuze kevrediñ blazioù ha frondoù pennañ ar sistr hag ar meuz hervez goust pep hini... Setu da skouer :

  • un dartezenn avaloù a vo eus ar c’hentañ gant ur seurt sistr frouezhek kentoc’h : blaz avaloù, per, avaloù-stoub, bananez ; met ivez blaz spisoù : vanilha, karamel pe c’hoazh kanell.
  • Lipous e vo ur sived gad kevredet gant ur seurt sistr blaz an avaloù ha gant elfennoù dan-goad, kebell-touseg pe lêr.

N’ho pezit ket aon klask kevrediñ blazioù dic’hortoz a c’hellfe lakaat war-wel frondoù souezhus.

Un nebeud mennozhioù

Télécharger le tableau "Quelques idées" d’accords mets-cidres.

Digor-kalon
Un nebeud mennozhioùPeseurt sistr dibabTraoù all
Gwispid digor-kalon sall, kek sall, gwerennigad gant fourmaj-laezh fresk, tomatez Dam-sec’h trenkik pe kalet kempouez Avaleg Breizh AOK, chug avaloù, koktel diwar lambig sistr gwenn
Charkuterezh AOG Cornouaille pe dam-sec’h c’hwervaet
Digor-pred
Un nebeud mennozhioùPeseurt sistr dibabTraoù all
Avu druz Dam-sec’h c’hwervaet Avaleg Breizh AOK
Meloñs pe pastekez Dam-sec’h kempouez pe trenkik Avaleg Breizh AOK
Saladennoù, tartez legumaj, soubennoù Kalet trenkidik pe c’hwervaet un tamm hervez al legumaj bet lakaet enno
Kregin ha kresteneged Kalet-mat kempouez pe kalet c’hwervaet un tamm
Meuzioù
Un nebeud mennozhioùPeseurt sistr dibabTraoù all
Krampouezh ed-du frinket Sec’h kempouez, tanninek kentoc’h, pe AOG Cornouaille, hervez pezh a ya da dogañ ar c’hrampouezh
Kig-yer rostet Kalet kempouez pe trenkidik
Kig-yer dre zienn Kalet kempouez pe tanninek
Pesked dour-dous Kalet-kenañ pe kalet kempouez pe trenkidik
Pesked dour-mor Kalet-kenañ kempouez c’hwervaet un tamm
Kig ruz rostet pe krazet Kalet kempouez pe tanninek un tamm
Kig gouez, anduilhennoù, stripoù, ragoud Kalet, c’hwervaet kentoc’h pe AOG Cornouaille
Meuzioù vejetarian diwar edajoù Kalet kempouez pe c’hwervaet un tamm
Fourmaj
Un nebeud mennozhioùPeseurt sistr dibabTraoù all
Camembert, bries,... Dam-sec’h trenkidik pe c’hwervaet un tamm.
Munster, Livarot, Epoisse,... Kalet-kenañ pe kalet kempouez
Comté, Cantal, Emmental,... Kalet-kenañ pe Kalet c’hwervaet un tamm
Saint-Nectaire, Tomme, Reblochon,... Dam-sec’h pe dous trenkik un tamm, di-c’hwerv
Roquefort, Fourmaj glas,... Avaleg Breizh AOK
Fourmaj-laezh fresk Dam-sec’h kempouez
Dibennoù-pred
Un nebeud mennozhioùPeseurt sistr dibabTraoù all
Dre frouezh (tartez, krampouezh, skañvadell…) Dous trenkidik Chug avaloù
Dre chokolad (krampouezh, teuzadell, gwastell,...) AOG Cornouaille pe dous c’hwervaet Avaleg Breizh AOK, Chug avaloù
Dre zienn (puf dienn, Saint-Honoré…) Dous kempouez pe c’hwervaet un tamm Chug avaloù
Kouign Amann AOG Cornouaille pe dous c’hwervaet Avaleg Breizh AOK, Chug avaloù
Re a alkool a noaz d'ar yec'hed. Dousig de'hi, neuze !