Troiad e korn-bro Kemper
E-doug un devezh e korn-bro Kemper e c’helloc’h gweladenniñ sistrerezh Maner ar C’henkiz koulz ha Mirdi al Lambigoù. Kit goude-se d’ober anaoudegezh e kêr-Gemper, kêr al lipouzien ha kêrbenn vuhezek sevenadurel Bro-Gerne. Nepell alese e c’helloc’h pont da weladenniñ Sistrerezh Kastell Lezerge en Erge Vras, evit echuiñ an devezh gant un droiad er Stankalar.
An hentad a ginnigomp deoc’h
- Gweladenn Sistrerezh Maner ar C’henkiz
- Ober anaoudegezh gant Mirdi al Lambig
- Pourmenadenn e kêr Kemper
- Gweladenn Sistrerezh Kastell Lezergue
- Troiad er Stankalar
An hentad
Padelezh an droiad gant ur c’harr : 36 munutten
- Sistrerezh Maner ar C’henkiz → Mirdi al Lambig : 1 munutten
- Mirdi al Lambig → Kemper : 10 munutten
- Kemper → Sistrerezh Kastell Lezerge : 12 munutten
- Sistrerezh Kastell Lezerge → Stankalar : 13 munutten
Re a alkool a noaz d'ar yec'hed. Dousig de'hi, neuze !