Troiad e korn-bro Kemper

E-doug un devezh e korn-bro Kemper e c’helloc’h gweladenniñ sistrerezh Maner ar C’henkiz koulz ha Mirdi al Lambigoù. Kit goude-se d’ober anaoudegezh e kêr-Gemper, kêr al lipouzien ha kêrbenn vuhezek sevenadurel Bro-Gerne. Nepell alese e c’helloc’h pont da weladenniñ Sistrerezh Kastell Lezerge en Erge Vras, evit echuiñ an devezh gant un droiad er Stankalar.

Kemper

An hentad a ginnigomp deoc’h

  1. Gweladenn Sistrerezh Maner ar C’henkiz
  2. Ober anaoudegezh gant Mirdi al Lambig
  3. Pourmenadenn e kêr Kemper
  4. Gweladenn Sistrerezh Kastell Lezergue
  5. Troiad er Stankalar

An hentad

Padelezh an droiad gant ur c’harr : 36 munutten

  • Sistrerezh Maner ar C’henkiz Mirdi al Lambig : 1 munutten
  • Mirdi al Lambig Kemper : 10 munutten
  • Kemper Sistrerezh Kastell Lezerge : 12 munutten
  • Sistrerezh Kastell Lezerge Stankalar : 13 munutten
Re a alkool a noaz d'ar yec'hed. Dousig de'hi, neuze !