C’heriaoueg
AR GERIOÙ DA LÂRET E KAVIT MAT
(gerioù talvoudus peurliesañ)
| Kiget-mat | leuniañ a ra ho kenoù. |
|---|---|
| Frammet-mat | pinvidik ha kempouez-mat e zanvez |
| Korfek | pinvidik ha frammet, ar c’hontrol eus an hini moan |
| Kran | c’hwek, flour |
| Dedennus | plijus d’e fri |
| Tanav, moan | soutil |
| Teuzet | heneuz, flour |
| Druz | eliek, c’hwek |
| Unvan | klotañ a ra pep prantad an tañva |
| Ront | leuniañ a ra e c’henoù |
| A orin vat | imor zo ennañ |
| Skoueriet kaer | gantañ blaz an terouer |
AR GERIOÙ DA LÂRET NE BLIJ KET RE DEOC’H
(ya, ezhomm zo outo a-wechoù)
| Put | kalet dre m’eo re drenk |
|---|---|
| Garv | kalet dre m’eo re c’hwerv |
| Kaledus | reiñ a ra ar santad m’eo sec’h en e c’henoù |
| Berr | hep tamm blaz padus |
| Skort | n’eus tamm hirder er blaz |
| Digempouez | unan eus an tri blaz a gemer an tu kreñv war ar re all, betek re. |
| Avelek | n’en deus ket a-walc’h a vlaz (dre un oksiderezh) |
| Fenolet | blazoù lêr pe musk re anat… |
| Maderizet | blaz a gas da soñj d’ar gwin Mader pe d’ar rancio (frond ar pruneoz) |
Re a alkool a noaz d'ar yec'hed. Dousig de'hi, neuze !