Sistr AOG Cornouaille
« Cornouaille » : ar sistr AOG nemetañ e Breizh
Ganet eo diwar ur chemet hengounel bet azasaet ouzh an teknikoù nevez. Produet e vez war un terouer bevennet a 38 kumun a dres ur seizenn frondus a-hed an aod, endalc’het seizh mil avalenn ha seizh-ugent en aberioù tro-dro da Gemper, kêrbenn Bro-Gerne.
Ur c’haier kargoù strizh
Dre m’eo savet gant doareoù resis-kenañ e-keit ma vez fardet eo deuet da vezañ lorc’h ar sevel sistr artizanel :
- Tolead bevennet-mat
- gwerjeoù grataet hini-ha-hini
- un ampletusted termenet
- 100% chug hepken
- ur virviñ naturel
- kontrollet e vez blaz hag elfennoù pep lodenn
Frondoù ha blazioù resis
- Dre welet, diskouez a ra kaout ul liv melen-ruz alaouret, eon fonnus gant klogor moan.
- Dre c’hwesha, e rank kinnig frondoù liesseurt a gaver enno frond frouezh, bleuñv ha spisoù…
- Goude un taol kentañ gwevn en e c’henoù e tiskouez un ampled gaer o vont tro-dro d’ur blaz kentoc’h dous-c’hwerv.
Re a alkool a noaz d'ar yec'hed. Dousig de'hi, neuze !