Arz an tañva

Pe e vefe o teskrivañ (deskrivadur resis, hep na vefe un ali personel) pe hedonek (e-liamm gant ar blijadur pe an displijadur – sot on gant, plijout a ra din, ne blij ket kement din, ne blij ket din), evit tañva ur seurt sistr e ranker tremen dre 5 tennad :

An endro

Meur a graf a-bouez evit dont a-benn da gas an tañva :

  • Temperadur ar sistr : : Etre 10 ha 12°C
  • An endro : : Pellait diouzh pep frond pe c’hwezh a c’hellfe strafuilhañ ho tañvadenn (c’hwezh moged butun, kafe, c’hwezh-vat...) hag al lec’hioù re drouzus, rak diaesoc’h e vefe deoc’h chom aketus
  • Ar werenn : : Gwelloc’h e vo deoc’h kaout ur werenn-sich.
  • C’hwi : : Chomit sioul hag aketus.

Priziañ ar GWELED

L’oeil
UNICID - Nicolas Souyris

Aze ‘vo studiet :

  • E sklaerder : M’eo boull ar sistr e vo sklaer, ne vo gwelet elfenn ebet e-mesk an dourenn, na diloaienn.
  • Al liv : Liammet eo e liv gant an tannin a gaver en avaloù. Eus ar melen sklaer betek ar gell melen-ruz e c’hell bezañ ar sistr.
  • Ar bouilh : Aze e prizier an eon o sevel, e fetister, e galite, e stankter, e badusted.

Priziañ dre ar C’HWESHA

Le nez
UNICID - Nicolas Souyris

Aze e klasker ar frondoù a vez er sistr, o ferzhioù, o stankter. Ar gwellañ a vez implijout evit-se ur werenn-sich e stumm un dulipezenn.

  • Ar priziañ kentañ, a reer ivez ar «fri» kentañ, a vez graet hep bezañ bet hejet ar werenn.
  • · Goude-se e kroger da hejañ ar werenn tamm-ha-tamm evit leuskel da vont er-maez ar frondoù eus ar re aezhidik betek ar re n’int ket gwall aezhidik, ar re-mañ a vo heverz e-doug ar bazenn-mañ, an eil «fri».
  • Kemerit harp war La Rod ar frondoù, un ostilh a-bouez bras evit priziañ gwelloc’h pinvidigezh frondoù ar seurtoù sistr.

Priziañ ar BLAZ

La bouche
UNICID - Nicolas Souyris

Da geñver an tañva en ho kenoù :

  • gant ar santadoù kentañ e pleder gant pakañ ar blazioù peurliesañ. Pevar blaz pennañ a gaver : dous, sall, trenk ha c’hwerv. Pa dañvaer sistr e varner dreist-holl kempouez tri blaz : c’hwerv, dous ha trenk.
  • Priziañ ar frondoù bet paket en e c’henou, gant an efed war-gil dre e fri, setu pezh a ro tro da glokaat an dielfennañ graet dre ar fri hepken.

Santadur DIBENN AR BLAZ

Ar santadur e chom en e c’henoù. Kaozeal a reer eus santadur hir evit ar blazioù, hag eus padusted ar frondoù. E dibenn ar blaz e c’heller merzhout ar startausted ivez.

Ha m’ho peus ezhomm sikour, kit war bajenn ar c’heriaoueg

Re a alkool a noaz d'ar yec'hed. Dousig de'hi, neuze !