En ur vont a-hed Bae Gwaien

Da geñver un dibenn-sizhun e korn-bro Gwaien e c’helloc’h ober anaoudegezh gant Plovan ha rivinoù Langido. Kit goude-se da weladenniñ Sistrerezh Le Brun ha Sistrerezh Kerne Pouldreuzig. War-lerc’h e c’helloc’h mont war-zu Porzh Poulc’han e Ploeneg, ha kendalc’hit to troiad gant gweladenn Sistrerezh Tromeilh e Mahalon. Hag erfin e vo posupl c’hoazh mont da bourmen e Pont-e-Kroaz ha mont da welet Beg ar Raz, pennoberenn naturel e beg Penn-ar-Bed.

Pont-e-Kroaz
© PRIE Guillaume

An hentad kinniget

  1. Ober anaoudegezh gant Plovan rivinoù Langido
  2. Gweladenn Sistrerezh Le Brun
  3. GweladennSistrerezh Kerne
  4. Baleadenn e Pors Poulc’han e Ploene
  5. Gweladenn Sistrerezh Tromeilh
  6. Pourmenadenn e kêr Pont-e-Kroaz
  7. Troiad e Beg ar Raz

An hentenn

Padelezh an droiad gant ur c’harr : 1h11

  • Plovan Sistrerezh Le Brun : 4 munutenn
  • Sistrerezh Le Brun Sistrerezh Kerné : 9 munutenn
  • Sistrerezh Kerne Porzh Poulc’han : 14 munutenn
  • Porzh Poulc’han Sistrerezh Tromelin : 10 munutenn
  • Sistrerezh Tromelin Pont-e-Kroaz : 6 munutenn
  • Pont-e-Kroaz Beg ar Raz : 28 munutenn
Re a alkool a noaz d'ar yec'hed. Dousig de'hi, neuze !