Strilherezh ar Mein-hir

Eurioù digor

  • Eus al Lun d’ ar Gwener etre 8e ha kreisteiz hag etre 1e1/2 ha 5e 1/2 d’abardaez (4e1/2 da Wener)
  • Da Sadorn etre 10e ha kreisteiz

Gweladennoù

Gweladennoù heñchet digoust e miz Gouere ha miz Eost

  • eus al Lun d’ar Yaou : da 10e1/2 – 3e ha 4e1/2 d’abardaez
  • d’ar Gwener : 10e 1/2 ha da3e d’abardaez

Mont e darempred gant

Erwan, Kevin ha Loig Le Lay
7 hent Sant Filiber,
Pont Maen-hir,
29700 Ploveilh
02 98 94 23 68
contact@distillerie.fr
www.distillerie.bzh

Ur pennad istor

Gwir eo e c’heller bezañ bet kelenner war ar matematikoù ha dont da vezañ strilher... ¨Pezh en deus graet Gi al Lae ! Adalek ur mekanik lambig red en deus bet labouret noz-deiz evit strilhañ ar sistr diwar e 80 devezh-arat gwerjez.

Dizehan ivez en deus bet kevredet, tañvaet, keñveriet e veskajoù soutil evit dant a-benn da sevel e Avaleg Breizh AOK ken brudet hiriv an deiz.

Buan a-walc’h eo deuet e dri mab, Erwan, Kevin ha Loig ha Christelle, gwreg Erwan, da skoazellañ anezhañ.

Abaoe un 20 vloaz bennak ez eo arbennikaet ar strilherezh war ar whisky ed-du, gwerzhet dindan an anv EDDU, ha n’heller ket ober hepti evit anavezout an evajoù arouezius eus Breizh diwar an avaloù.

Re a alkool a noaz d'ar yec'hed. Dousig de'hi, neuze !