Des bouteilles à l’Amère


Eurioù digor
- A-hed ar bloaz : da Verc’her etre 5e ha 7e noz, ha d’ar Sadorn vintin etre 10e ha kreisteiz;
- E miz Gouere ha miz Eost : etre ar Meurzh hag ar Gwener etre 2e ha 7 e d’abardaez, ha da Sadorn etre 10e ha kreisteiz
Gweladennoù
- Evit an hiniennoù : gweladenniñ ha tañva digoust
- Evit ar strolladoù : deuit e darempred ganeomp
Mont e darempred gant
Marc hag Isabelle FROCRAIN-RICHARD
Kermazuel
29360 Kloar-Karnoed
07 83 03 73 37
contact@desbouteillesalamere.bzh
www.desbouteillesalamere.bzh
Ur pennad istor
E 2015, en ur baradozig kollet etre porzh Dolan hag ar Pouldu, war gumun Kloar-Karnoed, ez eus bet savet e 2015 un atant sistr gant Marc Frocrain hag Isabelle Richard, "Des Bouteilles à l’Amère".
Eus bed al labour-douar e teuont, daoust m’o deus bet graet micherioù all, met distroet int da bark an avaloù un tamm dre zegouezh, a-drugarez d’un taol-from o deus bet evit istor ar vro, betek reiñ dezho c’hoant adkavout blaz ar c’hoiñ ha frond an terouer.
Awenet-mat int bet gant pezh o deus bet desket digant Padrig Gourle da geñver ur bloavezh kompagnunelezh, hag o seizh gwellañ a reont evit adkavout pezh en deus graet brud vat seurtoù sistr bro-Kemperle ha Kloar-Karnoed.
Gant an dorn e vez dastumet an avaloù pa vezont azv, en o gwerjez a gaver etre an douar hag ar mor (Kloar-Karnoed ha Kemperle). Labourat a reont an douar hep tamm temz na dilouzaouer kimiek. Goiñ a ra o sistr a-drugarez da c’hoell an terouer nemetken, dre c’hoadur gorrek. Dindan 20mg a sulfitoù dre litrad a gaver en o beoliadoù sistr, ha lod anezho a vez savet hep tamm sulfit ouzhpenn.
Ur bersonelezh a-zoare a vez gant o seurtoù sistr, pe e vefent hengounel (sistr ar Vro), pe e-doare a-vremañ, (pelestradoù dibar), ha kement all gant o chug-frouezh hag o lambig.