Achapadenn e korn-bro Fouenant

E-doug un devezh e korn-bro Fouenant ha po digarez d’ober anaoudegezh gant Konk Kerne hag e greñvlec’h er gêr gloz. Kit goude-se da weladenniñ sistrerezh Pontereg war gumun ar Forest-Fouenant ha kit da vamiñ dirak Porzh ar Forest, kêr ar vartoloded hag ar bageal. Goude-se e c’helloc’h mont war-zu sistrerezh Menez Brug e Fouenant hag echuiñ an devezh war an inizi Glenan adalek kal Beg Meilh.

Konk Kerne hag ar gêr gloz
Un incontournable sur la route du Cidre en Cornouaille !

An hentad kinniget deoc’h

  1. Gweladenniñ Konk Kerne hag ar gêr gloz
  2. Ober anaoudegezh gant sistrerezh Pontereg
  3. Pourmenadenn e Forest Fouenant
  4. Gweladenniñ sistrerezh Menez Brug
  5. Troiad e Beg Meilh ha war Inizi Glenan

An hentad

Padelezh an dro gant ur c’harr : 32 munutenn

  • Konk Kerne Sistrerezh Pontereg : 13 munutenn
  • Sistrerezh Pontereg Forest Fouenant : 3 munutenn
  • Forest Fouenant Sistrerezh Menez Brug : munutenn
  • Sistrerezh Menez Brug Beg Meilh : 6 munutenn
Re a alkool a noaz d'ar yec'hed. Dousig de'hi, neuze !