Sistrerezh Tromelin
Eurioù digor
- Etre ar 15 a viz Even hag ar 15 a viz Gwengolo
- Eus al Lun d’ar Gwener etre 9e ha kreisteiz hag etre 1e1/2 ha 6e1/2 d’abardaez
- Peurrest ar bloaz
- Eus al Lun d’ar Gwener etre 9 e ha kreisteiz hag etre 1e1/2 ha 4e1/2 (3e1/2 da Wener)
Gweladennoù
- Meurzh ha Gwener da 11e, kreisteiz, 2e, 3e, 4e ha 5e
Mont e darempred gant
DSSL bro ar C’hab
29790 Mahalon
02 98 74 55 08
06 85 91 42 40
https://www.kanarmor-ateliers.fr/nos-prestations/cidrerie/
Ur pennad istor
E kalon traoñienn ar Gwaien, e Mahalon, e bro ar C’hab eo e kaver Sistrerezh Tromelin, meret gant ar gevredigezh Kan Ar Mor.
Un DSSL (diazezadur ha servij skoazellañ dre al labour) ez eo ar sistrerezh-mañ, goude bezañ bet ur C’hSL (kreizenn skoazell dre al labour).
E 1996 eo bet savet an atalier sevel sistr.
Pal ar skipailh a oa kinnig oberiantizoù hag un ambroug sokial da dud gour ampechet. Gant ar vicherourien e vez savet, pakataet ha gwerzhet ar produioù, dindan evezh teknikel ha pedagogel monitourien an atalieroù, Bernard Le Grand, Pierre-Yves CLOAREC ha Gurvan GUELLEC.
A vloaz da vloaz en deus labouret ar skipailh evit sevel ur produ artizanel en deus tapet prizioù ingal a-walc’h e-doug ar c’henstrivadegoù. Sertifiet LOG (Lec’h Orin Gwarezet) eo ar produiñ sistr abaoe 2017, ha staliet ez eus bet ur mirva gwez-frouezh e penn-kentañ 2019.
Ur sistrerezh sokial a ranker dont da welet !