Sistrerezh gwerjez Kervao
Horaires
- Commandes possibles par mail ou téléphone.
- Ouvert toute l’année
- Horaires de mai à septembre : Du lundi au samedi, de 10h à 12h30 et de 15h à 19h
- Horaires d’octobre à avril : Du mercredi au samedi, de 10h à 12h et de 16h à 19h
Visites
- Sur réservation
Contact
Brieug Saliou
12 hent Kermao
29950 Gouesnac’h
09 53 83 99 93
contact@cidre-bretagne.com
www.cidre-bretagne.com
Ur pennad istor
Etre Kemper ha Benoded eo staliet ar sistrerezh, dindan ur c’hilometrad eus ar stêr Oded, ha tro 5 km eus ar mor. 5 rummad a labourerien-douar a oa war an atant en e raok, ha Brieug en deus diorroet ar produiñ tro-dro d’un atalier sistr abaoe 2009, gant skoazell e dud hag hini Marine, e wreg.
War an 20 devezh-arat gwerjeoù e kaver ur pemzek bennak a ouennoù avaloù sistr eus ar vro, ha graet e vez war o zro e doujañs ar bev-liested. Miret e vez ur c’hempouez naturel a-drugarez d’ar c’hleuzioù a gaver warno meur a ouenn gwez ha bleunioù. Staliet en deus bet koloennoù e leur a lec’h ivez evit gwellaat ar pollenadur. War an atant e kaver ivez ur mirva gwez-frouezh evit renabliñ en tu all da 80 gouenn kozh eus Bro-Gerne ennañ.
Gant kalz aked ez eus bet diuz-ouennet avaloù d’ober chug avaloù a galite ha blaz gantañ. Sevel a ra e sistr diwar chug avaloù goet ez-naturel. Evit sevel lambig e ra ul labour strilhañ en ur benveg kouevr-holl, ha lakaet e vez an evaj da goshaat e fustoù koad derv, pezh a ro liv goularz d’e lambig.