Sistrerezh Kerne

Eurioù digor

  • A-hed ar bloaz eus al Lun d’ar Sadorn etre 9e30 ha kreisteiz hanter hag etre 2e ha 7e d’abardaez

Mont e darempred gant

Sistrerezh Kerne
Maez-meur
29710 Pouldreuzig
02 98 54 41 86
contact@cidre-kerne.fr
www.cidre-kerne.bzh

Ur pennad istor

Hini goshañ Penn-ar-Bed eo sistrerezh Kerne. E kalon bro-Vigoudenn e vez kavet abaoe ar bloaz 1947 ma oa bet savet, en un atalier ar c’hiz kozh, gant Per Bosser. Goude-se eo bet diorroet gant e vab Yves hag e verc’h-kaer Michèle, o-daou chomet feal ouzh talvoudegezhioù a-bouez, an dalc’husted, ar c’halite, ar chemet.

An trede rummad eo en deus tapet penn an traoù hiriv an deiz. Anne, Gérard ha Claude eo a zo e karg mont en-dro ar sistrerezh ha derc’hel a reont ar stur war-zu an hevelep pal a oa hini ar rummadoù kent.

Abalamour da-se ez eo sistr Kerne ur sistr artizanel hep e bar hag anavezet mat, a-drugarez d’ur skiant-prenet a-gozh. Diskouez a ra nerzh ha blaz un terouer chomet bev. Gerioù-stur sistr Kerne : dalc’husted ar c’halite hag ar blaz.

Labour-douar biologel
Re a alkool a noaz d'ar yec'hed. Dousig de'hi, neuze !