Sistrerezh Menez Brug
Eurioù digor
- Etre ar 15 a viz Even hag ar 15 a viz Gwengolo : eus al Lun d’ar Gwener etre 10e ha kreisteiz hanter, hag etre 2e ha 7e d’abardaez.
- Peurrest ar bloaz : eus al Lun d’ar Gwener etre 10e ha kreisteiz hag etre 2e ha 6e d’abardaez, d’ar Sadorn etre 10e ha kreisteiz
Gweladennoù
- Digoust
- Etre ar 15 a viz Even hag ar 15 a viz Gwengolo
- Bep Merc’her da 10e, 1e, 2e, 3e ha 4e d’abardaez
Mont e darempred gant
Steven ha Lenaig Goeñveg
54 Hent Carbon,
Beg-Meilh,
29170 Fouenant
02 98 94 94 50
cidreriedemenezbrug@orange.fr
www.cidrerie-de-menez-brug.com
Ur pennad istor
E Fouenant e oa bet ganet Claude. Abaoe amzer e yaouankiz e atant e familh, e Kervegenn war gumun Beg-Meilh emañ ar paotr e karantez gant an avaloù.
Entanet eo gant liested an avaloù sistr a veze produet a-gozh e bro-Fouenant . Deuet eo Claude da vezañ ur maout war ar seurtoù gouennoù avaloù er vro, koulz ar mod gounit anezho hag an doare da fardañ sistr ganto.
N’eo ket souezh ma vefe deuet Claude da vezañ sistraer leun amzer war-lerc’h e vicher kentañ a oa enseller war al laezh. Ha deuet eo a-benn da dreuzkas e froudenn d’e vugale, Steven da skouer, goude e studi war ar winioniezh, pe Lenaig, war-lerc’h he studi war ar merañ embregerezhioù, hag adtapet o deus an atalier a gaver e kalon takad an anvadur.
Hiriv an deiz e kinnigont unan eus ar seurtoù sistr skoueriet ha stummet mat a gaver e Kerne, sistr diwar gouennoù avaloù lec’hel. N’eo ket souezh neuze pa ‘z eo ken kaer an hêrezh !