Sistrerezh Cozmezou

Eurioù digor

  • Eus al lun d’ar Sadorn etre 10e ha kreisteiz ha kard, hag etre 2e 1/2 ha 6e d’abardaez
  • Serret da 7 eur d’abardaez etre miz Mae ha miz Here

Gweladennoù

  • Bemdez d’an eurioù ma vez digor evit an hiniennoù - digoust
  • Diwar c’houlenn evit ar strolladoù – 3€/zen

Mont e darempred gant

Sistrerezh Kozh Mezoù
Kozh Mezoù
29620 Plegad-Gwerann
02 98 67 56 10
cozmezou@orange.fr
www.cidreriecozmezou.fr

Ur pennad istor

E bro-Leon ivez ez eus ur mikro-hin a-vat evit gounidigezh an avaloù-sistr a galite. Gwerjeoù Kerbuel, war gumun Plegad-Gwerann, anavezet-mat evit gouel ar c’herez eno, a ra e vad eus ar mikro-hin-se.

Ouzhpenn da-se e kaver eno un douar meinek troet war-zu ar c’hreisteiz, lec’h m’eo bet plantet 700 avalenn, hag evel-se ’po ur sistr priziet gant an amatourien evit e liv goularz hag e blaz frouezhek.

Hañv-goañv e c’hellit dont da welet penaos e vez fardet sistr gwerje Kerbuel. Ur film a vo kinniget deoc’h, ha gweladennet e vo an atalier goude-se. Gant an tañva evit echuiñ ar weladenn oc’h sur da vezañ kendrec’het m’eo an evaj hengounel-mañ gouest da zegas kement a vlazoù ha ma oac’h o c’hortoz digantañ, ha pa vefec’h bet o weladenniñ sistrerezhioù all c’hoazh !

Re a alkool a noaz d'ar yec'hed. Dousig de'hi, neuze !