Bro-Gernev

Un dachenn a gemm hervez ma komzer eus ar vuhez ekonomikel, touristel pe sevenadurel, met ur vro a zo deuet da vezañ bro ar sistr a-drugarez d’hec’h istor ha d’he sevenadur.

Kavet e veze ar Gornovii, ur strollad meuriadoù Brezhoned anavezet abaoe an IIIde kantved k.o.b.1, war un dachenn deuet da vezañ Cornubia er Vvet kantved, ha Kernev en XIvet kantved.
A-viskoazh int bet e darempred gant an Arvorig.
Da vare ar Romaned o doa kontouerioù marc’hadourien, met ma freuzas an Impalaeriezh e oant deuet da vezañ porzhioù evit an enbroidi.
En em staliet o doa war un tiriad az ae eus Beg ar Raz da Ledenez Kraozon, eus an Ele er Reter d’an Elorn en Hanternoz, un dachenn deuet da vout Bro-Gerne.

E-touez e rouaned kentañ e kaver ar roue Gralon ken brudet.
Er Grennamzer e teuas kontelezh Kerne da vout un dalc’h galloudus gant Alan III Kenarzh, ha gant e vab Hoel e voe unanet Breizh.
E dibenn ar Grennamzer e teuas Bro-Gerne da vout “Douar Rouaned”, pa veze par izili an dinastiezh gant priñsed all Europa, betek ma voe drouklazhet Arzhur Breizh en XIIvet kantved. • En XIIIvet kantved e teuas ar Gontelezh da vout unan eus an nav Kontelezh e Dugelezh Breizh, pa voe hemañ gant ul lañs ekonomikel ha sevenadurel eus ar c’hentañ er XIVvet kantved.
En 1790, e voe roet taolioù sizailh renerien an Dispac’h war harzoù Bro-Gerne ha setu m’eo enframmet darn vras e dachenn e-barzh departamant Penn-ar-Bed.
Met daoust da-se, evit an dud a vez o chom eno, n’eo ket aet da get ar santimant bezañ eus Kerne.

Re a alkool a noaz d'ar yec'hed. Dousig de'hi, neuze !