Achapadenn e korn-bro Fouenant
E-doug un devezh e korn-bro Fouenant ha po digarez d’ober anaoudegezh gant Konk Kerne hag e greñvlec’h er gêr gloz. Kit goude-se da weladenniñ sistrerezh Pontereg war gumun ar Forest-Fouenant ha kit da vamiñ dirak Porzh ar Forest, kêr ar vartoloded hag ar bageal. Goude-se e c’helloc’h mont war-zu sistrerezh Menez Brug e Fouenant hag echuiñ an devezh war an inizi Glenan adalek kal Beg Meilh.
An hentad kinniget deoc’h
- Gweladenniñ Konk Kerne hag ar gêr gloz
- Ober anaoudegezh gant sistrerezh Pontereg
- Pourmenadenn e Forest Fouenant
- Gweladenniñ sistrerezh Menez Brug
- Troiad e Beg Meilh ha war Inizi Glenan
An hentad
Padelezh an dro gant ur c’harr : 32 munutenn
- Konk Kerne → Sistrerezh Pontereg : 13 munutenn
- Sistrerezh Pontereg → Forest Fouenant : 3 munutenn
- Forest Fouenant → Sistrerezh Menez Brug : munutenn
- Sistrerezh Menez Brug → Beg Meilh : 6 munutenn
Re a alkool a noaz d'ar yec'hed. Dousig de'hi, neuze !