Gwaskell ar Belon

Eurioù digor

  • Eus al Lun d’ar Sadorn
  • Etre 10e ha kreisteiz hag etre 2e ha 7 e noz (6e noz d’ar Sadorn)
  • Serret e vo ar sistrerezh d’ar Sadorn etre miz Here ha miz Ebrel

Gweladennoù

  • Strolladoù hepken, ret eo mirout e blas en a-raok.
  • 2 €/dre zen

Mont e darempred gant

Goalabre Gilles
Ar Gernevez,
29340 Rieg
02 98 06 53 45
pressoirdubelon@bbox.fr
www.cidre-belon-bretagne.fr

Ur pennad istor

En tu all da 25 bloaz zo eo deuet Le Pressoir du Belon (Gwaskell ar Belon) da vout skeudenn gaer hengoun ar sevel sistr e Rieg, a-drugarez da youl Marinette ha Jeannot Goalabre. Gilles hag Annie eo a ren an tiegezh bremañ, ha roet dezhañ ul lañs nevez, en ur zerc’hel memestra d’e dro-spered gwriziennet-mat en tiriad. Kavout a reer ar sistrerezh war harzoù reter an takad anvadurezh, war an hent a gas da Volan.

Kalvez-mor e oa bet Gilles Goalabre, ken barrek war ar c’hoad sevel bigi ha war hini e avalennoù. Mestr eo war 16 devezh-arat emañ o treiñ war-zu ar bio abaoe 2018, ha warno un dastumad gouennoù kozh bet dastumet gwechall gant e dad, un hanter-kant bennak outo, hag entanet e vez c’hoazh pa gomz eus ar gwez.

Deuit ‘ta d’ober anaoudegezh gant ar c’houblad leun a startijenn a lakaio ac’hanoc’h da rannañ sioulder atant ar Gernevez.

Re a alkool a noaz d'ar yec'hed. Dousig de'hi, neuze !