Sistr AOG Cornouaille

« Cornouaille » : ar sistr AOG nemetañ e Breizh

Ganet eo diwar ur chemet hengounel bet azasaet ouzh an teknikoù nevez. Produet e vez war un terouer bevennet a 38 kumun a dres ur seizenn frondus a-hed an aod, endalc’het seizh mil avalenn ha seizh-ugent en aberioù tro-dro da Gemper, kêrbenn Bro-Gerne.

Ur c’haier kargoù strizh

Dre m’eo savet gant doareoù resis-kenañ e-keit ma vez fardet eo deuet da vezañ lorc’h ar sevel sistr artizanel :

  • Tolead bevennet-mat
  • gwerjeoù grataet hini-ha-hini
  • un ampletusted termenet
  • 100% chug hepken
  • ur virviñ naturel
  • kontrollet e vez blaz hag elfennoù pep lodenn

Frondoù ha blazioù resis

  • Dre welet, diskouez a ra kaout ul liv melen-ruz alaouret, eon fonnus gant klogor moan.
  • Dre c’hwesha, e rank kinnig frondoù liesseurt a gaver enno frond frouezh, bleuñv ha spisoù…
  • Goude un taol kentañ gwevn en e c’henoù e tiskouez un ampled gaer o vont tro-dro d’ur blaz kentoc’h dous-c’hwerv.
Re a alkool a noaz d'ar yec'hed. Dousig de'hi, neuze !