Troiad war-dro Bae Douarnenez
Evit un devezh-pad tro-dro da Vae Douarnenez, deuit d’ober anaoudegezh gant Beg Penn-Hir ha Kameled, kêr ar vartoloded hag an arzourien. Kit goude-se da weladenniñ Sistrerezh Rozavern war gumun Terrug. Kit neuze da bourmen war aod Penntraezh a-raok mont war-zu kêr Douarnenez. Evit echuiñ e c’helloc’h gweladenniñ Sistrerezh Paul Coïc.
Hentad kinniget
- Tro-vale e Beg Penn-Hir
- Ober anaoudegezh gant kêr Gameled
- Gweladenn Sistrerezh Rozavern
- Pourmenadenn war an draezhenn e Penntraezh
- Troiad e kêr Douarnenez
- Gweladenn Sistrerezh Paul Coïc
An hentad
Padelezh an droiad gant ur c’harr : 1e21
- Beg Penn-Hir → Kameled : 5 munutenn
- Kameled → Sistrerezh Rozavern : 22 munutenn
- Sistrerezh Rozavern → Traezhenn Penntraezh: 10 munutenn
- Traezhenn Penntraezh → Douarnenez : 26 munutenn
- Douarnenez → Sistrerezh Paul Coïc : 18 munutenn
Re a alkool a noaz d'ar yec'hed. Dousig de'hi, neuze !