Ober anaoudegezh gant traoñienn an Oded

Evit un devezhiad e traoñienn ar stêr Oded e c’hellit mont da welet Sistrerezh Gwerjez Kervao da gentañ-penn. Goude-se e c’helloc’h ober anaoudegezh gant Gouenac’h, ha bale e kêr gouronkañ Benoded. Kit goude-se war-zu Kombrid evit gweladenniñ Sant Voran. Goude un tamm tro dre Bont-’n-Abad, kêr arz hag istor, echuit ho tevezh gant gweladenn Strilherezh ar Mein-hir.

Sainte-Marine à Combrit

Pezh a ginnigomp deoc’h

  1. Gweladenniñ sistrerezh Gwerjez Kervao
  2. Ober anaoudegezh gant Gouenac’h
  3. Pourmenadenn e kêr-gouronkañ Benoded
  4. Tro e Sant-Voran e Kombrid
  5. Troiad e Pont-n Abad
  6. Gweladenn Strilherezh ar Mein-hir

An hentad

Padelezh an droiad gant ur c’harr : 47 munutenn

  • Sistrerezh Gwerjez Kervao Gouenac’h : 6 munutenn
  • Gouenac’h Benoded : 8 munutenn
  • Benoded Sant-Voran : 6 munutenn
  • Sant-Voran Pont-n’Abad : 13 munutenn
  • Pont-n’Abad Strilherezh ar Mein-hir : 14 munutenn
Re a alkool a noaz d'ar yec'hed. Dousig de'hi, neuze !