Istor berr ar sistr

Abaoe an Henamzer e vez fardet diwar an avaloù evajoù evit an tiegezhioù.

Nebeut a-raok an oadvezh boutin e skrive Strabon a oa un evaj poblek eus ar Gwin avaloù e Gwalarn Bro-Spagn ha Sizra a veze graet outañ gant an annezidi (diwar-se e teuio an anv sidra adalek ar XVvet kantved).

En XIIvet kantved ez ae martoloded Breizh da gerc’hat imboudoù avaloù c’hwerv evit menec’h Landevenneg a veze diuz-ouennet gante ar gwellañ seurtoù gwez, e-keit ma oa an Normaned o wellaat o zeknikoù sevel sistr.
Dre ma veze teknikoù ha doareoù sevel sistr o vont war-wellaat e kaver muioc’h-mui a “citre”, pe Sistr evel ma lârer ken abred hag er XVvet kantved e Brezhoneg.

E dibenn an XIXvet kantved e teu ar sistr da vezañ evaj ar vourc’hizien, a-drugarez da gudennoù ar gwin (oidium, mildiou ha filoksera), ha danvez studioù hag enklaskoù e oa ivez.
Gant J.F. Crochetelle ez eus bet embannet e 1905 ar studi Pomologie du Finistère (Avalouriezh Penn-ar-Bed) gouestlet da zreistelezh avaloù sistr Kerne.

Ken abred ha penn-kentañ an XXvet kantved eo adkavet e blas gant ar gwin.

Troet eo neuze ar sistr en alkool evit mont da servijout en industriezh ar poultr-kanol.

War-lerc’h 1945 e cheñch an doare sevel poultr, aozet eo neuze an displantadeg gwerjeoù.

Ne chom ken met un nebeud gwerjeoù evit treuzkas an hengoun, hag adalek 1987 ec’h implijer betek 50% a goazhadur chug avaloù.

Respont produerien hengounel Kerne ha Pays d’Auge a voe tapout e 1996 un Anvadur Orin Gwarezet evit o seurtoù sistr.

Gant an daou anvadur-se e voe loc’het ar reneveziñ sistr a hengoun kozh er Frañs.

Evel-se e voe kroget gant ur prantad a-vad evit ar sistr, gant ul lañs kaset gant kompagnunezhioù liesvroadel, hag ouzhpenn-se, ur filierenn lec’h m’eo deuet kalite dispar an AOG Kerne da vezañ un dave.

Re a alkool a noaz d'ar yec'hed. Dousig de'hi, neuze !