Sistrerezh Kastell Lezerge

Eurioù ma vez digor

  • Eus al Lun d’ar Gwener etre 8e30 ha kreisteiz, hag etre 1e30 ha 6e noz.

Mont e darempred gant

Jan-Autret Frères
1 Hent Plas an Dañs,
29500 An Erge-Vras
02 98 59 63 45
contact@lezergue.com
www.chateau-lezergue.com

Ur pennad istor

E penn-kentañ ar werjez, ur c’hant bennak a avalennoù-sistr bet plantet gant M. Jan e Gwaien. Treiñ a ra rod an amzer, hag anat e teu dezhañ ar c’hoant gantañ gouestlañ muioc’h a amzer d’e avalennoù. Sevel a ra neuze M. Jan gwerjez Kastell Lezerge en 1990 en Erge Vras, e-tal Kemper. 20 devezh-arat a vo plantet avalennoù enno da gentañ, 40 goude-se.

E vab henañ eo, Matthieu, en deus kemeret an traoù e karg evit diorren ar werjez en deus tizhet 70 devezh-arat. Diouzh un tu all e oa an itron Jan he deus lakaet he c’halon da ziorren obererezhioù ar CIDREF.

Guillaume, ar mab yaoua, zo erruet 5 bloaz goude, gant ar pal sevel un atalier treuzfurmiñ diwar an diazezoù kaset da benn gant M Jan abaoe 1990. Joseph, ar bidoc’hig, en deus adkavet e vreudeur e 2000.

An «tri breur» zo bremañ e penn un atalier modern en deus gwelet un diorren vras troet war-zu al labour-douar biologel. Un dro-vat evit ar familh, evit klod sistr Breizh ha sistr Kerne !

Labour-douar biologel
Re a alkool a noaz d'ar yec'hed. Dousig de'hi, neuze !