Sistrerezh an Apotiker

Eurioù digor

  • Mae, Mezheven, Gwengolo : eus ar Meurzh d’ar Merc’her etre 5e ha 7e noz
  • Gouere hag Eost : eus al Lun d’ar Sadorn etre 4e1/2 ha 7e d’abardaez

Gweladennoù

  • Gouere hag Eost : tous les jeudi à 11h

Mont e darempred gant

Matthieu Huet
Kerguilan
29360 Kloar-Karnoed
06 70 44 53 60
cidreriedelapothicaire@gmail.com
www.cidrerie-distillerie.com

Ur pennad istor

E kalon un terouer anavezet evit e sistr brudet-kaer, eno emañ sistrerezh & strilherezh an Apotiker o sevel produioù naturel a galite uhel a lak da vevañ gizioù ar vro.

Mathieu Huet zo bet meur a vloaz war ar vicher a apotiker, hag e-doug ar bloavezhioù-se en doa tennet gounid eus e amzer vak evit deskiñ ar sevel sistr, hag en em soñjal war e raktres mont da sistraer war e gont. Tremenet en dus ur bloavezh stummadur a-raok divizout sevel e sistrerezh e Kloar-Karnoed, kumun e yaouankiz, ha loc’het gant e sistr kentañ adalek diskar-amzer 2018.

An avaloù implijet gantañ evit sevel e sistr a zeu eus gouennoù ar vro e-barzh gwerjeoù bihan a gaver dreist-holl war gumunioù Kloar-Karnoed ha Molan . Implijout a ra teknikoù hengounel dreist-holl evit sevel e sistr, ha c’hoant zo gantañ reiñ d’e broduioù blaz an terouer en deus graet brud vat sistr Kloar-Karnoed. Lakaat a ra un evezh bras ivez da sevel chug avaloù, e lambig hag e winegr sistr. Roet eo bet an testeni bio d’ul lodenn eus e broduioù.

Labour-douar biologel
Re a alkool a noaz d'ar yec'hed. Dousig de'hi, neuze !