Sistrerezh Rozavern

Eurioù digor

  • Eus miz Ebrel da viz Gwengolo : eus al Lun d’ar Sadorn etre 10e vintin ha 7 eur d’abardaez.
  • Etre miz Here ha miz Meurzh : eus ar Meurzh d’ar Sadorn etre 2e ha 7e d’abardaez.

Gweladennoù

  • E miz Gouere ha miz Eost hag e-pad vakañsoù goañv ha nevezamzer
  • Gweladennoù heñchet digoust (eurioù digor da welet war www.rozavern.fr)
  • Gweladennoù evit ar strolladoù (Galleg, Saozneg, Spagnoleg ha Brezhoneg) : kit e darempred ganeomp evit miret ho plas

Mont e darempred gant

Nicolas Mazeau ha Jennifer Scouarnec
Kerferman
29560 Terrug
02 98 26 01 44
contact@rozavern.fr
www.rozavern.fr

Ur pennad istor

E kalon Park Naturel an Arvorig, etre Terrug ha Kraozon, Nicolas Mazeau ha Jennifer Scouarnec o deus adtapet atant Mylène Mazeau-Dubreuil e penn Sistrerezh Roz ar Vern e 2015.

Kaset eo ar werjez 30 devezh-arat e doare labour-douar biologel evit reiñ avaloù dous-c’hwerv, arouezius eus seurtoù sistr ar ragenez, frouezhet ha kempouez. Ret-mat deoc’h dont da dañva !

Labour-douar biologel
Re a alkool a noaz d'ar yec'hed. Dousig de'hi, neuze !