Sistrerezh Maner ar C’henkiz

<span lang='fr'>Ebulliomètre pour le dosage de l'alcool dans les eaux-de-vie</span>

Eurioù digor

  • Eus al Lun d’ar Sadorn etre 9e1/2 da greisteiz hanter hag eus 2e da 6e 1/2.

Gweladennoù

  • Digoust evit an hiniennoù
  • Bemdez d’an eurioù ma vez digor evit an hiniennoù
  • Diwar c’houlenn evit ar strolladoù
  • 2,50 € / zen evit ar strolladoù.

Mont e darempred gant

Hervé Seznec
75, Hent ar C’henkiz
Erge Vras
29000 Kemper
02 98 90 20 57
cidreriemanoirdukinkiz@yahoo.fr
www.kinkiz-terroir.bzh

Ur pennad istor

Kroget e oa pep tra gant hunvre Pierre, a oa kenwerzhour met ivez saver gwez en e galon, ha gwech ebet n’en doa aet diwar e spered pezh a zle e vro d’an douar. Hag un deiz e roas korf d’e vennozhioù, hag en em lakaas da blantañ gwerjeoù hag e savas sistrerezh Maner ar C’henkiz ha strilherezh ar C’henkiz. Kevredet en deus ivez tud all entanet eveltañ, a-walc’h evit sevel avantur ar CIDREF, gant raktresoù kaer kaset da benn-vat, hini AOG Kerne heg hini Avaleg Breizh AOK.

E vab Herve en deus tremenet e yaouankiz o redek dre ar gwerjeoù, beuzet ma oa en un aergelc’h ar raktres hollek adplantañ. Bamet e veze dirak kevrin an alkool o koshaat e teñvalder ar c’havioù, ha kemeret en eus perzh e ganedigezh ha gwerzh an Avaleg Breizh AOK. Met desket en deus dreist-holl e vicher gant ar re gozh, a zo evitañ ar re a zoug hag a dreuzkas ar memor.

Hêr eo eus ur chemet hag eus un hengoun familh a-gozh, ha mestr eo abaoe 23 bloaz war an div embregerez, gant an hevelep youl da zerc’hel kalite ha rikted a zoug brud vat an ti betek taolioù ar vrasañ keginerien.

Re a alkool a noaz d'ar yec'hed. Dousig de'hi, neuze !